Boued lipous evit an toukan kornek
0

Boued lipous evit an toukan kornek


Ar par a ranko bouetañ ar barez e-pad ma vo hi en gor. Pouezus e vo dezhi dibab ar par mat.

 



Un daol pik-nik evit debriñ atomoù.
0

Un daol pik-nik evit debriñ atomoù.


 



Sigmund Freud en deus studiet kelloù ar sili.
0

Sigmund Freud en deus studiet kelloù ar sili.


Plijadur deoc'h, alamanegerien, tu zo deoc'h kavout e skrid (1877) digoust war ar rouedad !

 



An toun a zalc'h e demperadur uheloc'h eget hini an dour.
0

An toun a zalc’h e demperadur uheloc’h eget hini an dour.


N'eus ket kalz pesked gouest da zerc'hel o zemperadur uheloc'h eget an hini a zo en-dro dezho. An toun avat a zo gouest, zoken pa 'z eo 6°C an dour !

 



Kavet eo bet dent tad-kozh en-dro !
0

Kavet eo bet dent tad-kozh en-dro !


Ar Pacù (Piaractus mesopotamicus), eus familh ar piranha, en deus dent a denn d'hor re. Bevañ a ra en Amazoni hag hollzebrer eo : kregin, amprevaned, plant, greun... Gant dent e mod-se, forzh penaos...

 



Sell 'ta piv ? Callimedusa tomopterna !
0

Sell ‘ta piv ? Callimedusa tomopterna !


Ar ran-mañ a blij dezhi krapat er gwez, e Amerika ar C'hreizteiz.

 



Ne blij ket ar madigoù d'ar c'hizhier ?
0

Ne blij ket ar madigoù d’ar c’hizhier ?


Ne c'hell ket ar c'hizhier santout ar blazioù c'hwek. Ez-genetek e za da get tamm ha tamm ar blaz-se e-touez ar spesadoù na zebront ket boued dous, e-giz ar frouezh

 



Blev Pele a zo reier !
0

Blev Pele a zo reier !


Takennoùigoù lava (bazalt) int, hiraet gant an avel. Roet eo bet anv doueez menezioù-tan Hawaii dezho

 



0

Extatosoma tiaratum a c’hell gouennañ hep par


Parezed ar spesad fazmoù-se a c'hell dozviñ betek 800 vi ar bloaz

 



Lagad Sauron a bar warnout !
0

Lagad Sauron a bar warnout !


Galaksienn NGC 4151 a zo rodellek, met tennañ a ra kalz da skeudenn ar film ...

 



New River : trede stêr goshañ ar bed ...
0

New River : trede stêr goshañ ar bed …


Er menezioù Appalach (SUA) emañ. He oad : etre 260 ha 325 milion a vloavezhioù. Ur stêr nevez ma 'z eus ...

 



Kevnid zo a oar pesketa !
0

Kevnid zo a oar pesketa !


18 spesad kevnid d'an nebeutañ a zo gouest da bakañ pesked. Ar pesked a zo tro 2 wech brasoc'h egeto !

 



0

Ur poull-traez evit dizoleiñ ha c’hoari gant an torosenadur


Savit ho torgennoù hag ho menezioù o c'hoari gant an traezh, ha gwelit penaos e tiverr an dour hag e sav lennoù : dreist-gwirvoud

 



0

Nag ur vaod !


Al loen-stlej mordanus kentañ bet dizoloet eo

 



0

Ar gorventenn Matthew, gwelet eus an ISS


Filmet eo bet ar gorventenn live 5 d'an 3 a viz Here 2016 gant al Lestr-Egor Etrevroadel (ISS)