Taol-kaer

0

Bihan eo ar splujerien e-kichen an Aveler


Mola mola eo ar pesk brasañ gant ur c'horf-eskern. Betek 1 tonenn a-wechoù !

 



An toun a zalc'h e demperadur uheloc'h eget hini an dour.
0

An toun a zalc’h e demperadur uheloc’h eget hini an dour.


N'eus ket kalz pesked gouest da zerc'hel o zemperadur uheloc'h eget an hini a zo en-dro dezho. An toun avat a zo gouest, zoken pa 'z eo 6°C an dour !

 



Abebe Bikila, trec'h war marathon C'hoarioù Olimpek 1960 ...
0

Abebe Bikila, trec’h war marathon C’hoarioù Olimpek 1960 …


HEP E VOUTOÙ !

 



850 m : stankell brasañ ar bed, savet gant avanked
0

850 m : stankell brasañ ar bed, savet gant avanked


Er park Wood Buffalo (Alberta, Kanada : 58°16'15"N 112°15'6"W) emañ ar stankell-mañ. Dizoloet eo bet e 1975 a-drugarez da skeudennoù ur satellit

 



Koshañ skol-veur ar bed, studierien enni 'tav, a zo er Marok
0

Koshañ skol-veur ar bed, studierien enni ‘tav, a zo er Marok


Skol-veur al-Qarawiyyin a zo bet savet e 859, gant Fatima al-Fihri. E 1963 eo bet staget ouzh sistem skolioù-meur stad ar Marok

 



5 milion a legoioù evit sevel an X-Wing !
0

5 milion a legoioù evit sevel an X-Wing !


5 335 200 pezh lego evit sevel al lestr-nij-se ! Ken bras hag hini ar filmoù Star Wars eo. An oberenn Lego brasañ eo betek-hen ...