Unanet er marv en desped d’o c’hredennoù disheñvel

Josephina van Gorkum a oa katolik. Dimezet e oa gant ur protestant, ar pezh a oa ur spont en Izelvroioù en XIXvet kantvet… Ha kavet he deus un tu da chom unanet gant he gwaz war-lerc’h ar marv, zoken ma ‘z int bet beziet e lodennoù disparti eus ar vered …

Ar panda en deus 5 biz … hag ur biz-meud.

Ar 6vet biz-se a zo anezhañ e spesad ar panda bras hag e hini ar panda rouz. An tamm askor-se a chikour ar panda da zerc’hel krog er bambou p’emañ o tebriñ. Stephen Jay Gould, biologour, en deus skrivet ul levr « Biz-meud ar panda », ha klask a ra displegañ penaos eo en em gavet ar 6vet biz-se.