Loened

0

Morgazhed o c’henel.


 



Ur skoul o pesketa
0

Ur skoul o pesketa


Ar skoul bras (Milvus milvus) a vev e Europa hag e Afrika an Hanternoz. Pa dosta un dañjer bennak e uch ar vamm hag al labousedigoù a ra neuz da vezañ marv.

 



Ar Quetzal, labous ar vayaed
0

Ar Quetzal, labous ar vayaed


Sakr e oa al labous-se evit ar vayaed. Bremañ eo arouez ar Guatemala, hag anv he moneiz. Pluñv lost ar pared a zo ur metrad hir a-wechoù, evit 30 cm a gorf. Quetzalcóatl, naer sakred ar vayaed, en doa pluñv al labous-se.

 



Ul legestr ken kozh hag an dinozored
0

Ul legestr ken kozh hag an dinozored


Enoploclythia leachi en deus bevet etre 70 ha 100 a vloavezhioù zo, da lavaret eo fin ar C'hretase, er pezh a zo bremañ Europa kreiz.

 



"Skarzhañ preñvenn Ginea" gant an ejiptiz, 3500 vloaz zo.
0

« Skarzhañ preñvenn Ginea » gant an ejiptiz, 3500 vloaz zo.


N'eo ket cheñchet an hentenn abaoe 3500 vloaz. Skrivet eo war papirus Ebers (war-dro -1550) : ruilhañ ar breñvenn en-dro d'un tamm koad ha sahcañ warni betek ma vo er maez !

 



Elerc'h  o tañsal
0

Elerc’h o tañsal


 



Ur glazard gant 3 lost
0

Ur glazard gant 3 lost


30 mm, 15 mm ha 10 mm pep hini anezho. Kredabl e oa bet torret beg livenn-gein ar glazard-se ha savet e oa bet ul lost diwar pep tamm ...

 



Ar panda en deus 5 biz ... hag ur biz-meud.
0

Ar panda en deus 5 biz … hag ur biz-meud.


Ar 6vet biz-se a zo anezhañ e spesad ar panda bras hag e hini ar panda rouz. An tamm askor-se a chikour ar panda da zerc'hel krog er bambou p'emañ o tebriñ. Stephen Jay Gould, biologour, en deus skrivet ul levr "Biz-meud ar panda", ha klask a ra displegañ penaos eo en em gavet ar 6vet biz-se.

 



Ur vaot o tebriñ ur vorgaoulenn
0

Ur vaot o tebriñ ur vorgaoulenn


Da ziwall zo gant ar seier plastik, a denn kalz d'ar morgaoul ! Kalz baoted a varv diwar debriñ plastik.

 



Ar c'hirvi zo niverus e New Yok !
0

Ar c’hirvi zo niverus e New Yok !


E 2014 ez eus bet kontet 793 anezho war enezenn Staten Island !

 



0

Bihan eo ar splujerien e-kichen an Aveler


Mola mola eo ar pesk brasañ gant ur c'horf-eskern. Betek 1 tonenn a-wechoù !

 



Ur viskoulenn treuzwisket e kaoc'h ...
0

Ur viskoulenn treuzwisket e kaoc’h …


Heuget e vez ar preizher o welet ar c'haoc'h-pichon-se, ha ne dag ket ar viskoulenn (Papilio lowi). C'hwezh fall a c'hell kas ivez da beurlipat he neuz.

 



Labous Sant Nikolaz gant e bred.
0

Labous Sant Nikolaz gant e bred.


Kalon dit.

 



Setu Trotig an arzhig, nevez ganet !
0

Setu Trotig an arzhig, nevez ganet !


Genel a ra an arzhedigoù e-pad ar goañv. Etre unan ha tri arzhig a vez bep taol, ma n'eo ket re wan an arzhez.

 



Chom a ra etre 2 ha 3 000 tigr gouez
0

Chom a ra etre 2 ha 3 000 tigr gouez


6 is-spesad a Panthera tigris a zo, an holl anezho a zo en arvar, eme an IUCN (unaniezh etrevroadel evit mirout an natur), dre faot ar chase ha distruj o zachennoù bevañ.