Menez uhelañ Koskoriad an Heol a zo war blanedenn Veurzh !
0

Menez uhelañ Koskoriad an Heol a zo war blanedenn Veurzh !


Tu zo gwelet war ar skeudenn-mañ menezioù uhelañ an Douar, Gwener ha Meurzh. Aet ar maout, a bell, gant Menez Olymp : 22 km uhel !

 



0

Ur bladenn vinyl gant hologramoù Star Wars !


Ouzhpenn B.O. "The Force Awakens" (7vet rann an heuliad Star Wars) a c'heller kaout o lakaat ar bladenn-mañ da dreiñ : skeudennoù 3D eus ar film a weler ivez !

 



M-Pesa : un daore da baeañ gant ar pellgomz
0

M-Pesa : un daore da baeañ gant ar pellgomz


Implijet eo ar servij-se e broioù Afrika dreist-holl. Tu zo implij anezhañ da baeañ, da dreuzkas arc'hant, da dennañ pe da lakaat war ur c'hont ... Tro en deus roet M-Pesa d'an dud da gaout un daore sur ha klok d'ober gant o arc'hant.

 



Ur glazard gant 3 lost
0

Ur glazard gant 3 lost


30 mm, 15 mm ha 10 mm pep hini anezho. Kredabl e oa bet torret beg livenn-gein ar glazard-se ha savet e oa bet ul lost diwar pep tamm ...

 



Ur vaot o tebriñ ur vorgaoulenn
0

Ur vaot o tebriñ ur vorgaoulenn


Da ziwall zo gant ar seier plastik, a denn kalz d'ar morgaoul ! Kalz baoted a varv diwar debriñ plastik.

 



0

Bihan eo ar splujerien e-kichen an Aveler


Mola mola eo ar pesk brasañ gant ur c'horf-eskern. Betek 1 tonenn a-wechoù !

 



0

Ur viskoulenn vlevek ma ‘z eus !


Megalopyge crispata