Holen kozh-Noe
0

Holen kozh-Noe


Holen 280 milion a vloavezhioù, ha mat da zebriñ evit 2 vloaz c'hoazh hepken. Poent e oa.

 



Achrioptera fallex : ur fazm glas ha ruz
0

Achrioptera fallex : ur fazm glas ha ruz


Ar par en tu kleiz, ar parez en tu dehou. An amprevan-se a zo a orin eus a vMadagaskar

 



0

Neuial gant malvennoùigoù


Ktenofored a zo en holl vorioù. Treuzwelus int, ha neuial a reont a drugarez da renkennadoù malvennoù, kriboù kichamant.

 



Kangatarian on : legumaj ha kig kangourou hepken, marplij !
0

Kangatarian on : legumaj ha kig kangourou hepken, marplij !


Debriñ kig n'eo ket gwall ekologel : douaroù, dour ... Met n'eus ket ezhomm na park na dour evit gounid kig kangourou e Aostralia.

 



0

N’eo ket posubl dit mont betek ur ganevedenn


Atav e vi etre an Heol hag ar ganevedenn. An Heol ha kreiz ar ganevedenn a zo a bep tu rik dit pa sellez outo. Ha pa zafes gant da skeud war-zu ar ganevedenn e chomi 'tav etre an Heol hag hi. Pep hini a wel e ganevedenn, ha mont war-zu ar gouloù dispartiet a zo ober tro wenn !

 



Pa gan ar c'hilhog e tarzh an deiz
0

Pa gan ar c’hilhog e tarzh an deiz


Lusket mat eo ar c'hilhog : kanañ a ra just a-raok tarzh an deiz, ha pa vefe dalc'het en deñvalijenn !

 



0

Ur beg ken tev hag e benn


Ar votez-koad a za d'ober beg al labous-mañ eus an Afrik a c'hell bezañ brasoc'h eget e benn zoken ! Etre ar valum hag an dinozor, setu Balaeniceps rex

 



Sell 'ta piv ? Callimedusa tomopterna !
0

Sell ‘ta piv ? Callimedusa tomopterna !


Ar ran-mañ a blij dezhi krapat er gwez, e Amerika ar C'hreizteiz.

 



0

Istor an amzerioù … gant Walt Disney !


Ar filmig-se a zo bet savet e 1946 gant skipailh Walt Disney evit displegañ an amzerioù hag organ gouennañ ar merc'hed d'ar skolidi er Stadoù-Unanet

 



Laz-kanañ ar pesked
0

Laz-kanañ ar pesked


Pa gri ar pesked, da serr-noz ha da darzh an deiz, e sav ur c'han dindan ar mor. 7 spesad disheñvel a zo el laz-kanañ-se, war aodoù Port Hedland (Aostralia)

 



Un dantour 14 000 bloaz zo ?
0

Un dantour 14 000 bloaz zo ?


Kavet ez eus bet un dant (ur c'hildant) war ur c'horf-eskern a 14 000 bloaz, a vefe bet toullet gant un oustilh maen-tan

 



0

Ul labous ? E pelec’h ?


N'eus ket gwelloc'h eget al labous-noz-mañ evit kuzhat war skourroù ar gwez !

 



0

Ul lazer 1000W da ziverglañ.


 



Ar c'hirvi zo niverus e New Yok !
0

Ar c’hirvi zo niverus e New Yok !


E 2014 ez eus bet kontet 793 anezho war enezenn Staten Island !

 



"Rent a Goat" : feurmiñ ur c'havr
0

« Rent a Goat » : feurmiñ ur c’havr


Un embregerezh a feurm givri evit dic'harzhañ tachennoù leun a strouezh. Gwelloc'h eget saotrañ gant louzoù, 'gav ket deoc'h ?