0

Nag ur vaod !


Al loen-stlej mordanus kentañ bet dizoloet eo

 



0

Ar gorventenn Matthew, gwelet eus an ISS


Filmet eo bet ar gorventenn live 5 d'an 3 a viz Here 2016 gant al Lestr-Egor Etrevroadel (ISS)

 



Glas eo ar voull-Douar, a dra sur !
0

Glas eo ar voull-Douar, a dra sur !


Ar meurvor Habask a zo 166 milion a km². N'eus ket tu tremen hebiou pa seller ouzh an Douar eus an egor !

 



Hitler a oa "Paotr ar bloaz" e 1938.
0

Hitler a oa « Paotr ar bloaz » e 1938.


An titl-se en doa bet gant an Time Magazine, a-drugarez d'an trec'hoù brezel.

 



0

Neuial gant malvennoùigoù


Ktenofored a zo en holl vorioù. Treuzwelus int, ha neuial a reont a drugarez da renkennadoù malvennoù, kriboù kichamant.

 



Na pegen brav eo eienenn dour domm "Black Pool" !
0

Na pegen brav eo eienenn dour domm « Black Pool » !


E park Yellowstone emañ, er Stadoù-Uanet

 



An Enezenn Draez, un enezenn ne oa ket anezhi
0

An Enezenn Draez, un enezenn ne oa ket anezhi


E 2012 e oa tremenet ur vatimant aostralian e-biou d'al lec'h ma oa sañset bezañ. Ranket ez eus bet cheñch ur bern kartennoù (Google Maps, National Geographic Society) dre ma oa dour aze hepken ...

 



Raktres A119 : ur vombezenn atomek war al Loar
0

Raktres A119 : ur vombezenn atomek war al Loar


Er bloavezhioù 50 e oa bet savet ar raktres-se gant arme ar Stadoù-Unanet. Lañs a oa gant an URSS er redadeg war-zu an egor d'ar mare-se. Sañset e vije bet tu da welet gouloù an darzhadenn eus an Douar, hep lunedenn ebet...

 



Un atant a gorfoù marv ?
0

Un atant a gorfoù marv ?


Skol-veur anthropologiezh an Tennessee (SUA) he deus savet un atant evit ar c'hofoù marv. Servijout a ra da studial breinadur ar c'horfoù war-lerc'h ar marv, evit mont war-raok war dachenn ar vedisinerezh hag ar justis.

 



0

Ur bladenn vinyl gant hologramoù Star Wars !


Ouzhpenn B.O. "The Force Awakens" (7vet rann an heuliad Star Wars) a c'heller kaout o lakaat ar bladenn-mañ da dreiñ : skeudennoù 3D eus ar film a weler ivez !

 



Kangatarian on : legumaj ha kig kangourou hepken, marplij !
0

Kangatarian on : legumaj ha kig kangourou hepken, marplij !


Debriñ kig n'eo ket gwall ekologel : douaroù, dour ... Met n'eus ket ezhomm na park na dour evit gounid kig kangourou e Aostralia.

 



Ur gerig e eurier Abraham Lincoln
0

Ur gerig e eurier Abraham Lincoln


Dizoloet ez eus bet e 2009 e oa bet skrivet ur gerig e eurier Abraham Lincoln. An horolajer, Jonathan Dillon, eo en doa skrivet diwar-benn tagadenn Fort Stumper e 1861, ha trugarekaat a rae Doue evit ar gouarnamant

 



Er goullonder e kouezh an holl objedoù er memes mod
0

Er goullonder e kouezh an holl objedoù er memes mod


Ar mas, ar ment pe ar stumm n'o deus efed ebet war fiñv an objed a gouezh dindan efed ar gravitadur, er goullonder. Pa 'z eus aer ouzhpenn, pe ur fluidenn all, e teu nerzhioù frotañ da cheñch an traoù ...

 



0

Manegoù evit lakaat traoù da fiñval a-drugarez d’ar son


En aer koulz hag en dour, lakaat objedoù bihan (partikulennoù zoken) da fiñval hep touch outo ? Derc'hel anezho war-nij ? Posubl eo, a-drugarez d'ar gwagennoù-son kreñv-kenañ a vez skignet gant ar manegoù-mañ

 



Gwez al Loar hadet er Stadoù-Unanet
0

Gwez al Loar hadet er Stadoù-Unanet


Ar gwez-se a zo diwanet diwar 500 hadenn bet oc'h ober tro al Loar e 1971, gant Apollo 14